Poursuivez la découverte de la fête à l’aide du configurateur de séjour. Vous pouvez y accéder en cliquant ici !
Degemer mat d’ar vartoloded
Lakait hoc’h anv !
Pedet eo an holl vagoù dre lien, a c’hiz kozh pe a c’hiz nevez, bagoù plijadur pe bagoù labour, an holl listri bras pe bagoù bihan zo testoù eus hengounioù arvor Frañs, Europa hag ar bed, da zont da VREST 2008!
Digor en an enskrivadurioù d’an holl vagoù kozh, kempennet pe adsavet evel ma oant, pe c’hoazh d'ar bagoù nevez-savet war batrom ar re gozh.
Lakait hoc’h anv bremañ
Listri bras hag aocherioù
Bagoù pesketa ha labour
Bagoù bale klasel
Bagoù bale bihan giz gwechall
Bagoù dre roeñv ha bagoù dre lien ha dre roeñv
Hag ivez :
Bagoù-dre-dan klasel
Bagoù hengounel ar stêrioù
Gouelieroù a bell vro
An niver a vagoù...
Degemer mat d’an holl vagoù, bras ha bihan!
Setu amañ an niver a vagoù a oa bet e BREST 2004, dre ar munud
BREST 2008 a bed an holl vagoù-dre-lien hengounel, bras ha bihan !
Al listri bras a vo degemeret a-feson er porzh, evel-just.
E Brest, evel e lec’h all, e vezer plijet o welet listri ramzel evel-se. Evit kelo o c’habitened, o martoloded, o moused hag o stajidi, plijout a ra gouelioù Brest dezho, ken-ha-ken.
Splann eo kement-se pa weler roll al listri bras zo bet o kemer perzh e gouelioù Brest :
Sedov, Kruzhenstern, Khersones, Mir , Yuniy Baltiets, Kaliakra, Dar Mlodiezy, Fryderyk Chopin, Iskra, Georg Stage, Lehmkuhl, Radich, Sorlandet, Palinuro, HMS Rose, Pride of Baltimore, Asgard II,Tenacious, Kaskelot, Earl of Pembroke, Grand Turk, Endeavour, Stad Amsterdam, Oosterschelde, Europa, Swan fan Makkum, Thalassa, Bartele Rensink, Palinuro, Georg Foch, Lord Nelson, Tenacious, Winston Churchill, Aphrodite, Astrid, etc...
Hag ivez, evel-just, hor Belem karet, ha n’en deus c’hwitet hini ebet eus gouelioù Brest...
Bagoù pesketa giz gwechall a bep seurt eus arvorioù Europa
Pep bag, gant he doare dibar, zo warni merk al lec’h m’eo bet o vageal, ar micherioù he deus graet, ar chanter m’eo bet savet…
Adalek bagoù kregina Morlenn Brest betek ar Falmouth Oyster Boat, eus an dundeed toneta d’ar smack eus Essex, adalek biskinennoù Normandi betek lougroù Kernev, eus bagoù harinketa Mor an Hanternoz d’ar Brixham trawler, eus bagoù ar Mor Kreizdouar da re ar Zuiderzee, eus pinassa Arcaishon da coble boat Yorkshire...
An holl vagoù-se, dreset, adsavet ha kempennet gant pasianted gant skipailhoù tud sot ganto ha desket, a vez o verdeiñ c’hoazh. E Brest e vo ar brouenn splann hag an arvest bourrus anezho !
Brest: ul lec’h meur evit ar bageal
Ul lec’h meur eo Brest evit ar bageal, dre ma vez graet redadegoù eno ha dre ma vez redadegoù en donvor pe en-dro d’ar voul douar o loc’hañ eus Brest pe oc’h erruout e Brest.
Amañ ez eus tud varrek, a blij dezho ar stummoù ijinet gant tud evel Fife, Mylne, Illingworth, Nicholson pe Stephens. Ha na zisoñjomp ket Eugène Cornu, eus Breizh. Plijout a ra dimp ar c’houc’hoù buan hag an holl vagoù a oa eus ar vegenn, en o amzer.
Da gement gouel a vez e Brest e teu:
Marigold, Tuiga, Ytène Rose, Queen Galadriel, Duet, Petite Lande, Estérel, Hispania IV, Lady Maud, Elise, Viola, Marishka, Sybil of Cumae, Resa hag evel-just Pen Duick.
Ar skloupoù houari, ar biki hag ar yawloù delez eus amzer ar redadegoù gouelieroù kentañ, kenkoulz hag al listri-bale, bras ha bihan, savet etre an daou vrezel, ha ivez bagoù kozh ar R.O.R.C. eus dibenn ar bloavezhioù 60 , a zalc’h da zont, kement e plijont d’an dud !
Ur porzh e kêr
E 2008 e c’hello porzh bageal nevez ar c’hastell degemer diouzh ar gwellañ al listri bale klasel, en doare da blijout d’ar berc’henned figusañ, hep gwallaozañ rezvourzhioù an dud kempennañ...
En ur sevel porzh ar c’hastell e fell da Vrest adembann he c’hoant mor : muioc’h eget biskoazh e tellez Brest hec’h anv a « veurgêr ar mor ». Emañ al labourioù o paouez kregiñ ha padout a raint betek 2008, da zegas 600 plas ouzhpenn ouzh ar pontonioù... Kentoc’h eget gant kan ar morganezed, ez eo gant kaerder al lec’h, e-kreiz kêr, e-harz ar c’hastell, e vo bamet ar vartoloded ha notenniñ a raint ar porzh-mañ war o levr bourzh evit o ehanoù.
Tud Brest, int, a vo souezhet o tizoleiñ gweloù nevez dic’hortoz war kêr ha digeriñ a ray dirazo ur sell nevez war ar vorlenn.
En amzer ar bagoù dre lien, ar porzhioù bras evel Brest a oa leun-chouk gant yoloù ha bagoùigoù all o vont hag o tont, noz ha deiz !
Neuze, petra a virje da ijnañ un doare "Vogalonga" giz Brest (mes hep klask bezañ par da dud Venezia, evel-just) ?
Ur galv a reomp neuze da yoloù Bantry, Ness, re ar Mor-Bihan ha re an Oded, yoloù d'Aboville ha yoloù dre roeñvoù Bro-Saoz (Gigs eus Kernev-Veur hag an inizi Sillan).
Gervel a reomp ivez an holl ganodoù telloù pe dredefarzh, ar skloupoù delez, digor pe hanter bontet, Doris, Seil, Aber, Aven, Ilur, Doryplume, Moorskoul...
Raktresoù hardizh zo bet awenet gant Gouel Brest !
Ar raktresoù-se, lusket gant ar c’hoant da lakaat ac’hanomp da zizoleiñ sevenadurioù mor dianav ha da rannañ ha da eskemm ganto, ha gant ar c’hoant da zegas dezho skoazell ha harp, o deus lakaet Brest da zegemer, atav gant plijadur, bagoù deuet eus ar broioù pellañ ha dianavañ dimp :
N.B. Dre ma vo Vietnam ar "vro pedet" e BREST 2008, e vo kouviet an holl ouelieroù heñvel ouzh jonkennoù en Europa da zont d’en em veskañ gant jonkennoù Vietnam.
Ar bagoù a ya war vor hag ar vartoloded a labour !
Bemdez e vez ar bagoù o vont war vor, adalek 10 e / 11 e ha dont a reont d’ar porzh en-dro war-dro 17 e.
Lod a ya da dennañ bourzhioù er Vorlenn, lod all a gemer perzh er redadeg “Vire-Vire” hag a dremen nouspet gwech er porzh, re all c’hoazh a ya d’ober un dro war ar Penfell.
Evit an holl re a blij dezho keveziñ e vez aozet redadegoù bemdez ha roet e vez ar prizioù d’an abardaez e "Tavarn ar Vartoloded".
BREST 2008 a zigor hent da blijadur al leviata hag an embreger a-stroll, bourzh-ha-bourzh, gant martoloded a oar bageal hag a blij an dra-se dezho.