Poursuivez la découverte de la fête à l’aide du configurateur de séjour. Vous pouvez y accéder en cliquant ici !
C’hoari gaer e Brest 2008!
BREST 2008 zo da gentañ penn ur gouel leun a vuhez hag a virvilh.
Ha da gentañ war vor:
N’eo ket un dastumad bagoù difiñv a ginniger, hogen un niver a vagoù birvilh warno, gant martoloded o labourat,... da ziskouez arvestoù gwirion ha buhez diles ur porzh-mor oberiant.
Adalek ar mintin betek an noz, kantadoù a vagoù dre lien a bep seurt zo o treiñ hag o tistreiñ, o vont hag o tont en-dro d’ar porzh, gant miliadoù a voraerien war o bourzh. Abadennoù aozet en a-raok pe deuet evel-se a weler a-bep-eil, war ar Vorlenn glet, evit brasañ plijadur gweladennerien ar c’haeoù...
War an douar:
Glad bev ar vartoloded eus an holl vroioù zo diskouezet, hag hini Breizh da gentañ, gant he chanterioù, he saverien bagoù, hec’h artizaned, buhez he c’hevredigezhioù, he raktresoù...
E gouelioù Brest e vez :
(hervez sifroù gouelioù BREST 92, 96, 2000 ha 2004)
Estreget an tri-ugent bennak a listri bras fretet a vo paeet o feurm gant hor c’hevelerien hag an embregerezhioù, ar bagoù all a zeu da Vrest zo o o tont hep bezañ paeet, lusket gant c’hoant o ferc’henn ha plijadur o martoloded...
Ar Morlu Broadel e Brest 2008
Ur gouel bras hag etrebroadel evit ar mor, evel Brest 2008, ne c’heller ket sevel hep skoazell ha harp ar Morlu Broadel.
En tu-hont d’ar chemet ha d’ar binvioù a c’hell ar Morlu e Brest degas d’ar gouel, e c’hell degas ivez e spered hag e anaoudegezh spis eus traoù ar mor hag e ra e seizh gwellañ evit reiñ un degemer mat d’ar voraerien e genoù ar Penfell.
Ouzhpenn e gefridi da blediñ gant difenn ar vro, ar Morlu a sikour ivez an dud dre vras : ober a ra war-dro ar saveteerezh war vor, ar skoazelloù d’ar merdeiñ, ar skoazelloù d’ar besketaerien pe ar stourm a-enep ar saotradurioù. War an temoù-se e vo savet gant ar Morlu diskouezadegoù bras hag abadennoù e genoù ar Penfell e-pad BREST 2008.
Gant ar Morlu ivez e vo kinniget d’an dud gweladenniñ he batimantoù (listri-skol, bagoù-geder, klaskerien-minoù, bagoù hidrografek, ha re all...)
Arabat c’hwitañ Mirdi broadel ar Morlu hag e deñzorioù (dastumadoù-pad ha diskouezadegoù berrbad, taolennoù, maketennoù), a c’heller mont da welet evit netra e-pad ar gouel. Eus ar Mirdi, er C’hastell, e-kreiz kalonenn istorel kêr, e vez ur gwel dibar war ar Penfell, ar vorlenn, ar porzh-kenwerzh hag ar porzh-brezel.
Ar " Chasse- Marée" a ginnig emgavioù, konkourioù hag eskemmoù laouen.
16 vloaz dija... E barr e yaouankiz emañ emgav bras Brest, ha p’emaomp gant ar pempvet gouel!
Ar gelaouenn Chasse-Marée, a roas lusk da zarvoudoù bras kentañ ar bloavezhioù 80 hag a genlabour abaoe an deroù gant gouelioù Brest, zo o kemer perzh evel-just e raktres sevenadurel BREST 2008 , gant daou dra fetis-kenañ : un diskouezadeg vras evit klozañ ar genstrivadeg "Martoloded Aodoù ha Stêrioù Frañs" hag ur c’hendiviz etrebroadel gant "oberourien glad ar mor hag ar stêrioù".
Evit ar c’henstrivadegoù hag ar c’hendiviz, e c’heller gouzout hiroc’h digant ar :
Chasse-Marée
Goudor ar Voraerien
29177 Douarnenez
Ar genstrivadeg vras
Un diskouezadeg a vo evit klozañ pevare kenstrivadeg vras ar Chasse-Marée, "Martoloded aodoù ha stêrioù Frañs"
War an tem : Saveteiñ glad ar voraerien, fetis ha difetis, eus an XXvet kantved
Dindan un deltenn vras e vo diskouezet al labourioù gwellañ, aozet eskemmoù ha selaouet ar re zo bet er Verdeadurezh kenwerzh – hag er peder merdeadurezh all – o kontañ istorioù ar mor hag ar stêrioù.
N’eo ket re ziwezhat evit lakaat e anv er genstrivadeg ha bezañ ganimp dindan teltenn vras BREST 2008 !
N’hoc’h eus nemet kas d’ar Chasse-Marée un teuliad diwar-benn un arvez eus buhez ur porzh-mor, oc’h enrollañ eñvorennoù un den eus ho familh, un amezeg pe ur mignon deoc’h, un den a bouez eus ar c’hornad... E dibenn ar gouel e vo roet prizioù ar genstrivadeg, e meur a rummad.
Kendiviz oberourien glad ar mor hag ar stêrioù
Gant ar " Chasse- Marée" e vo aozet ur c’hendiviz sevenadurel etrebroadel.
Ur c’hendiviz gant prezegennoù ha divizoù uhel o live, met ivez prantadoù oberiant krog-ouzh-krog gant an darvoud, dre atalerioù, embregadennoù. merdeadennoù...
Saverien bagoù, moraerien a vicher, empenterien, kilvizien, arbennigourien war ar c’hempenn hag an adsevel, mistri ha paramantourien bagoù dedennus e-keñver glad, kevredigezhioù, kluboù ha kevreadoù, kreizennoù stummañ, mirdioù bras ha bihan, tudoniourien, henoniourien, istorourien, dileuridi ar strollegezhioù foran... eus Frañs, Europa, ar bed a-bezh...
Kasit ho kinnigoù kaozeadennoù d’ar Chasse-Marée, adalek hiziv, evit gellout kemer perzh en divizoù hag er prezegennoù.
Kenstrivadegoù all
Ouzhpenn-se e vo peder c’henstrivadeg all, kinniget gant ar Chasse-Marée
Kenaozet e vint gant BREST 2008, da vont d’ober un heuliad abadennoù, ha roet e vo ar prizioù e-pad ar gouel.
Gouzout embreger ur vag... Ur genstrivadeg ma c’hello ar vartoloded diskouez d’an dud petra eo gouzout bageal.
Gouzout tresañ ha gouzout sevel ur vag… Ur genstrivadeg maketennoù bagoù labour ha bagoù plijadur, a-benn kaout war an douar ur strollad bagoù ken brav hag an hini a vo war vor !
Gouzout empentañ, gouzout sevel, gouzout bageal... Ur genstrivadeg tresoù ha patromoù, evit kinnig d’an dud doare ar « bageerezh mod-all en Europa » en amzer da zont.
Gouzout kanañ… E Brest e vo degemeret adarre Priz ar c’habiten Hayet : martoloded, kanerien, strolladoù, deuit ‘ta da ganañ, da wintañ, da dreiñ bourzh, da zañsal... e-kreiz un ehan sonerezh e Brest !
Abaoe kentañ gouel etrebroadel ar mor, Brest 92, ez eus chomet ur boaz dibar : sevel « Taolennoù Mor ».
Da bep hini eus ar bagadoù a gemer perzh er gouel e vez roet un daolenn goad iroko, 90 cm war 30 cm, evit ma vefe livet ganto evel ma karont, en ur resisaat anv o bag hag hini o forzh-stag.
Pal an dra-se eo mirout ur roud eus pep bag zo tremenet e gouelioù mor Brest ha gellout a ra pep hini lakaat ar pezh a gar war an daolenn, diouzh e sevenadur hag e varregezh.
A-wechoù e kaver warno elfennoù dibar eus ar vro orin. Lod eus an taolennoù zo bet kinklet gant danvez divoaz evel feilhañs eus Delft pe harink disec’het eus Norvegia, ha betek al lien a dalvez d’ober kimonoioù. Ar perzh boutin zo gant an holl daolennoù-se eo evel-just ez int oberennoù arz stag ouzh ar mor.
Kreskiñ a ra an dastumad 1500 taolenn da vare pep gouel, ha berzh bras a ra an diskouezadeg anezhañ bep taol. En ur grouiñ an taolennoù-se e c’hell an holl vagoù a gemer perzh er gouel, ar re vras koulz hag ar re vihan, kinnig o arouez da gêr Vrest ha lakaat ac’hanomp da zizoleiñ o sevenadurioù lies ha pinvidik.
Bez’ ez eo an Taolennoù mor testenioù bev ha dibar a-berzh miliadoù a vagoù kozh deuet eus pevar c’horn ar bed betek mor an Hirwazh ha deuet int da vezañ ul lodenn eus glad ar mor.