Poursuivez la découverte de la fête à l’aide du configurateur de séjour. Vous pouvez y accéder en cliquant ici !
Brest : ul lec’h touristel
Bro douristel Brest Meurgêr ar mor
Ur c’horn-bro war bevenn an douar hag ar mor hag a zispak e deñzorioù deoc’h.
Evit dizoleiñ traoù, tremen vakañsoù oberiant pe diskuizhañ, n’eo ket ar mennozhioù a ra diouer er vro.
Evit gouzout hiroc’h, kit da lec’hienn Ti an douristed.
Mirdi ar Morlu zo e-barzh Kastell Brest. Hennezh a oa bet savet en IIIe kantved, echuet gant Vauban er 17vet kantved ha renevezet goude an eil brezel-bed.
Eus ar C’hastell e c’heller kaout gwelioù meur war ar Penfell ha karter Rekourañs.
Er mirdi ez eus un dastumad brav a c’hobarioù listri, a daolennoù, a gizelladurioù, ha zo holl testoù eus avantur veur ar bagoù e Brest, e Breizh hag e Frañs.
Evit gouzout hiroc’h :
Mirdi ar Morlu
Emañ Tour Moudenn Tangi war ribl ar Penfell hag a-dal da Gastell Brest.
Moarvat e oa bet savet evit gwareziñ pe berzañ, diouzh an dro, an tremen etre daou ribl ar Penfell. Ennañ ez eus dioramaoù divent zo kement a adsavadennoù istorel hag a bourmenadennoù a-dreuz straedoù livus Brest a-raok 1939.
Ouzhpenn 300 taolenn a vez diskouezet dalc’hmat gant ar mirdi.
Dibar eo ar mirdi-se, gant ar morlivadurioù hag an taolennoù eus Breizh, ur bern anezho, zo testoù eus amzer dremenet ar vro.
Abaoe e zigoradur e miz Mezheven 1990, Océanopolis en deus lakaet 3,5 milion a weladennerien da zizoleiñ ar mor e Breizh ha mont en-dro ar meurvorioù.
Ur raktres astenn bras zo bet lakaet war-sav gant Océanopolis evit degemer ac’hanoc’h gwelloc’h c’hoazh hag evit pinvidikaat ho kweladenn.
D’an 29 a viz Mae 2000 e oa bet digoret gant Océanopolis ur Park da zizoleiñ ar meurvorioù ha n’en deus ket e bar en Europa.
An Océanopolis nevez en deus daou bavilhon nevez gouestlet da ekoreizhiadoù ar pennaheloù hag an trovanoù, ur pavilhon kerreizh adkempennet penn-da-benn, ur sal sinema 3M, kornioù evit ar stalioù hag ar pretioù, ha glasvezegoù en-dro dezho tout. Gant se e c’hellit ober ur veaj un devezh e-kreizig-kreiz ar meurvorioù.
Ar mirva louzawouriezh broadel
Gwechall e oa an draoñienn a zisrann Brest diouzh Gwipavaz ur vengleuz hag ur mirva dour evit kêr. Dilezet e oa bet betek 1971, ha neuze e krogas kevredigezhioù annezidi eus an trowardroioù da reneveziñ anezhi.
Hiziv an deiz, er c’hlasvezeg vras-mañ, 40 hektar dezhi, ez eus unan eus mirvaoù louzawouriezh brudetañ ar bed.
Servij tourioù-tan ha balizennoù Brest eo brasañ kreizenn valizennañ Frañs.
Evit bremañ ez eus en e garg 13 tour-tan er mor, 17 war an douar, 85 tourell, 240 boue, 14 savlec’h merdeiñ... anezho ur sikour evit ar bageal er c’hornad bras-se eus ar mor, unan darempredet-kaer met dañjerus-bras ivez, n’eo ket hepken abalamour da nerzh ar c’hasennoù, met ivez en abeg d’an enezennoùigoù ha d’ar c’herreg niverus.
Abaoe ar Ragistor eo bet Perzell ur repu evit an dud. War gastell Perzell ar Grennamzer e lakaas Vauban sevel ur strollad kanolioù evit diarbenn ar Saozon.
An armoù diwezhañ war an enezenn, anezho kanolioù enep an nijerezioù, kanolioù ha mindrailherezioù, a oa bet lakaet gant an Alamaned.
E kastell Perzell, bet renevezet evel ma oa a-raok, e kinniger deoc’h diskouezadegoù diwar-benn ar verdeadurezh dre lien hag arvestoù son ha gouloù.