Poursuivez la découverte de la fête à l’aide du configurateur de séjour. Vous pouvez y accéder en cliquant ici !
Kêriadennoù ar bed : Pediñ broioù a bep seurt
E 2004 e oa bet graet berzh bras gant ar c’hornioù gouestlet da Vrazil, Etiopia, Norvegia ha Suis er gouel… E 2008 ez eus meur a vro zo war ar renk hag emeur o studiañ o zeuliadoù.
Ar statud a gouviad a enor zo miret evit raktresoù bras o ment, kaset war-raok gant obererien sevenadurel eus ar c’hentañ troc’h ha skoazellet ez-ofisiel gant o strollegezh. An dileuridi zo anezho ur strollad listri brav, diles ha pare da verdeiñ ha, d’o heul, abadennoù eus an dibab a denn d’ar mor ha d’ar sevenadur.
Galiza zo pedet gant BREST 2008 !
Ar rannvro-se eus Spagn, tost d’ar mor, bras ha startijenn ganti, he deus liammoù kreñv a-gozh gant Breizh. En em staliañ a ray er Porzh Kenwerzh en-dro d’an trede lenn...
Ar strollad bagoù : etre 15 hag 20 bag a c’hiz kozh, da ziskouez an hengounioù hag al labourioù disheñvel zo er vro-se, evel da skouer an "dornas", anezho bagoù-pesketa dibar an aberioù hag an inizi eus Galiza.
Ar geriadenn : un tachad bras ma vo gellet ober anaoudegezh, en un doare fetis ha gant kizidigezh, gant sevenadur ha glad mor Galiza hag ivez gant he ferzhioù armerzhel ha touristel hiziv.
Norvegia zo pedet gant BREST 2008 !
Puilhded, diseurted ha bevder he glad mor a ra da Norvegia bezañ pedet ur wech ouzhpenn da VREST 2008, evel kouviad a enor.
Korn Norvegia a vo adarre war ar c’hae Malbert, evit gellout degemer bagoù bras o fard, met nevesaet e vo e zemoù hag e zanvez a-benn 2008.
Ar strollad bagoù : un dibab bagoù eus hanternoz pellañ Norvegia ha n’int ket bet gwelet gwech ebet e Frañs, listri istorel bras evel Anna Rogde, Folkvang, Biskop Hvoslef hag ivez bagoù saveteiñ kozh. Hag ivez ar vag-aocha souezhus Gamle Salten...
Ar geriadenn (unan savet, evit darn, gant tiez koad a c’hiz kozh eus Norvegia):
Vietnam zo pedet gant BREST 2008 !
Ar vro-se, ur vro bell ha bamus, dezhi tremen 3000 km a aodoù, a lakay Brestiz da zizoleiñ ur sevenadur kozh ha bev hag ur glad mor dic’hortoz, e-kichen an tuioù modern anezhi.
Ar strollad bagoù : ar jonkennoù bras Notre Dame de Canton ha Sao Mai, jonkennoù skañv (anvet "Moitessier"), ar bagoù anvet "bag paner" ha bagoù all c’hoazh graet gant bambouz, kenkoulz ha gouelieroù eus Europa greiet evel jonkennoù zo bet pedet.
Ar geriadenn :
Kroatia zo pedet gant BREST 2008 !
Dont a reont en-dro, stankoc’h c’hoazh !
Da-heul Joško Božanić ha Velimir Salamon, a oa bet e BREST 2004 gant al lestr hengounel kaer "Comeza Lisboa", Kroatia a zeuy en-dro da Vrest, dileuriet dreist-holl gant tud an Diazezadur "Ars Halieutica", a labour evit kas war-raok glad ar mor e Kroatia ha zo o paouez resev paeroniezh Prezidant ar Republik.
Ar strollad bagoù : un dek bennak a vagoù kozh diles eus aodoù Mor Adria, en o zouez " Condura Croatica" zo bet adc’hraet diwar skouer ur vag vrezel kozh eus an 12vet kantved, ha "Gospa od Mora" (Itron Varia ar Mor) nevez-savet ha moret e Dubrovnik d’ar 15 a viz Eost 2007.
Ar geriadenn : meur a di bihan e-giz Dalmatia a vo enno tud a vor hag artizaned o labourat hag o tiskouez ar pezh a reont:
Arvestoù ha sonerezh, gant "Jedinstvo", ar strollad sonerien ha dañserien wellañ e Kroatia, pe Tamara Obrovac, un arzourez vrudet (etre jazz ha folk kroat) kenkoulz hag un abadenn evit ar vugale.
Kaset e vo an traoù en-dro gant an Diazezadur Ars Halieutica gant skoazell ofisiel an aotrou Stjepan Mesić, Prezidant Republik Kroatia.
Ganimp emañ pep tra bremañ evit ma c’hellfemp bezañ war c’hortoz eus ur c’horn brav da ginnig dimp ur sell sevenadurel ha kengred war Madagaskar.
Ar raktres-se, gant Madagaskar, zo savet penn-da-benn war diazezoù an diorren padus hag ar c’henwerzh reizh. An arc’hant gounezet en egorenn Madagaskar a yelo penn-da-benn ha war-eeun d’an dud reuzeudik eus an enezenn.
Ur gouel etrebroadel : Dileuridi deuet eus pevar c’horn ar bed
Gouel Brest a vez atav buhezekoc’h, dibaroc’h hag etrebroadeloc’h !
Ouzhpenn ar "gouvidi a enor" e vo degemeret ivez tud ha bagoù "deuet eus lec’h all" gant BREST 2008 !
Bagoù-dre-lien hengounel Sveden
Ar gevredigezh "Sveriges Segelfartygsförening" zo bodet enni ar re vravañ eus bagoù-dre-lien hengounel Sveden. Dont a ra ray ar gevredigezh da v-BREST 2008 ha pedet eo bet ent-ofisiel an dek ha tri-ugent a vagoù-dre-lien hengounel zo enni (en o zouez emañ ar Götheborg III, savet diwar skouer ul lestr kenwerzh eus an XVIIIvet kantved).
Hervez ar c’heleier diwezhañ e c’hellfe 8 pe 10 bag eus ar gevredigezh dont da ouel Brest, lod anezho en ur vageal, lod all war bourzh sammlistri.
E darempred emaomp ivez gant ar brig kaer eus Stockholm "Tre Kronor" ("Teir c’hurunenn"), http://www.stockholmsbriggen.se/ hag ar fourgadenn varzhus "Götheborg III", graet diwar skouer ul lestr eus 1745 http://www.gotheborg.com/
An div oueletenn c’hoar Galadan ha Falken, int, zo pedet gant o c’henseurted eus Bro-C’hall, Etoile ha Belle Poule, listri eus ar Morlu Broadel.
En aod e vo kinniget gant ar Svediz un hollad diskouezadegoù hag abadennoù diwa-benn : "Sveden, bro an enezegoù"
Kement a entan ha kement a blijadur o doa bet hor mignoned eus Suis pa oant bet e Brest 2004, m’o deus bet c’hoant dont en-dro da VREST 2008, da ziskouez dimp ho mignoniezh laouen.
Raktreset o deus diskouez dimp :