Poursuivez la découverte de la fête à l’aide du configurateur de séjour. Vous pouvez y accéder en cliquant ici !
Treiñ ha distreiñ !
E-pad an deiz e vo ar voraerien o leviata er porzh, hag ar bagoù war ar mor.
An darvoudoù pennañ a vo atav pa vo un drederenn eus hollad ar bagoù o vont er-maez war-dro 11 eur hag o tont en-dro war-dro 17 eur, ; a-hend-all e c’hello ar bagoù treiñ ha distreiñ evel ma karint.
Savioù-mein bras porzh bageal nevez ar C’hastell a vo kement a wereoù nevez, digor war ur gwir “stad bageal” ma tremeno ha ma tistremeno al listri dindan ouel.
An embregadennoù hag ar redadegoù “treiñ ha distreiñ” er vorlenn glet a vo displeget gant skoazell arbennigourien ar Chasse-Marée ha FRCPM (Kevread-rannvro evit Sevenadur ar Mor).
A-hend-all e raio BREST 2008 kement zo ret evit gwellaat :
Ar moustroù-noz hag an tanioù-arvest
Pep abardaevezh a echuo gant moustr un tregont bag dre lien bennak pe gant un tan-arvest eilet gant ur vandenn-son, efedoù arbennik ha c’hoarioù gouloù war ar porzh-kenwerzh a-bezh.
Frammet e vo kement-se war-bouez un danevell, enni kement a bennadoù ha ma’z eus a abardaevezhioù, a gonto dimp un istor diwar-benn ur martolod, ar mor hag ar bagoù.